Laouen eo bet juri Priz Danevelloù Kêr Karaez o resev 15 danevell. Reoù skrivet gant skrivagnerien anavezet mat ha reoù all gant tud yaouank. Testennoù liesseurt dre o danvez ha doare.
Trugarez d’an holl o deus kemeret perzh neuze ha d’o embannerien. Aet eo ar maout gant danevell Kristian Braz « Feunteun Santez Diboan » bet embannet er gelaouenn Al Lanv. An eil gwech eo da g/Kristian Braz tapout ar priz neuze, peogwir en doa bet ar priz e 2012 evit “Rebetiko”. « Feunteun Santez Diboan » a zo un istor diwar-benn ar stourm, an ekologiezh, mojennoù lec’hel ha se gant tudennoù rummadoù oad disheñvel. Un istor brav ha leun a spi a ziskouez ivez dibaboù fall ha diboell ul lodenn eus bed al labour-douar hirie an deiz.
Gourc’hemennoù deoc’h Kristian Braz ha kalon d’ar re yaouank a ya war hent ar skrivañ !