28 – 29 Here 2023

kinnig

Istor ar gouel

Krouet e oa bet Gouel al Levrioù e Breizh e 1990, gant Skol Uhel ar Vro (a dalveze da Greizenn Rannvroel al Levrioù er mareoù-se) ha Kevredigezh Embannerien Breizh, goude ma oa bet aozet ur pred gant Charlie GRALL diwar c’houlenn servijoù-departamant an Aveiñ.

Fellout a rae d’ar re-se en em gavout gant an dud a oa e penn Stourm ar Brezhoneg (SAB) a vastare ar panelloù-hent evit goulenn panelloù divyezhek.

C’hoant o doa bet ar gargidi, fur hag avizet, evelato, d’en em vodañ asambles gant dilennidi en abadenn-se. Tro-dro d’an daol e oa kuzulierien-departamant ha kuzulierien-kêr eus an tu dehoù evel eus an tu kleiz. E-keit ha ma oa rener an Aveiñ o klask en em glevet gant stourmerien SAB e penn an daol e oa Jean-Yves COZAN, a oa besprezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed d’ar mare-se, Martial MENARD, embanner, Daniel COTTEN, eilmaer evit ar sevenadur e KARAEZ, ha Charlie GRALL, kazetenner, o komz diwar-benn levrioù er penn all.

Er mare-se eo e oa bet lakaet ar gaoz war Saloñs al Levrioù e Sant-Brieg. Rak taolet o doa e aozerien ar billig goude an trebez ha ne oa bet aozet tra ebet en e lec’h. « Ha ma vefe adtapet ar mennozh-se ha ma vefe roet lañs en-dro d’ar saloñs-se e Karaez ? », eme unan eus ar gouvidi. Amzer lavaret chou d’ar yer hag e voe graet.