E-pad pell amzer n’eus ket bet anv el lennegezh vrezhonek eus merc’hed o karout merc’hed pe paotred-kar-paotred. Un dra guzh oa chomet, mezhus evit lod. Abaoe un toullad bloavezhioù avat ez eus bet savet meur a oberenn e brezhoneg diwar an danvez-se, danevelloù, barzhonegoù, kontadennoù, buhez-skridoù, romantoù…Gant skrivagnerezed ha skrivagnerien: Mich Beyer, Yann-Fulup Dupuis, Jorj Abherve-Gwegen, Jil Penneg, Goulc’han Kervella.
Gant Frañsez Favereau hag Erwan Hupel, kelennerien Skol-Veur ha skrivagnerien o-unan, e vo kaset an diviz en-dro.
D’ar Sadorn 24 a viz Here – 10e00 – Er C’hlub