Priz danevelloù ti-kêr Karaez : Aet eo ar maout gant Kristian Braz
28 Here 2018
Laouen eo bet juri Priz Danevelloù Kêr Karaez o resev 15 danevell. Reoù skrivet gant skrivagnerien anavezet mat ha reoù all gant tud yaouank. Testennoù liesseurt dre o danvez ha doare. Trugarez d’an holl o deus kemeret perzh neuze ha d’o embannerien. Aet eo ar maout gant danevell Kristian Braz « Feunteun Santez Diboan » bet embannet […]
Diskouezadeg : Kan ar Bed
26 Here 2018
Emañ Liza o chom e Menez Are, e kalon Breizh. Un noz e tiviz ar plac’h yaouank mont da zizoleiñ ar bed. Ur bedadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus broioù disheñvel, mesket brav gant soniadoù ar brezhoneg. Ouzhpenn kant a oberourien, a ganerien hag a vuzisianed eus Breizh hag a lec’h all, bodet […]
Priz Langleiz 2018
25 Here 2018
Gireg Konan evit e levr Eostad hag e bennadoù liesseurt D’ar Sadorn 27 a viz Here da 5 eur goude merenn Eostad (An Alarc’h embannadurioù) En Bro Berroz evel e lec’h all e Breizh ez eus ur binvidigezh dibar gant ar vrezhonegerien: o yezh hag hec’h arlivioù. Treuzkaset a rumm da rumm a-hed ar c’hantvedoù, implijet bemdez, […]
Emgav d’ar 27 hag 28 a viz Here 2018 evit 29vet gouel al levrioù e Breizh…
31 Here 2017
Prizioù : tri skrivagner a zo bet loreet
28 Here 2017
Tri skrivagner a zo bet loreet e-pad 28ed Gouel al levrioù e Breizh karaez : Marie Le Gall a zo bet roet dezhi priz ti-kêr karaez evit he roman Mon étrange sœur embannet gant Grasset ; Herve ar Gall a zo bet roet dezhañ priz ti-kêr Karaez evit an danevell e Brezhoneg Mont gant an hentoù kinniget […]
Korn ar vugale
21 Here 2017
D’ar Sadorn 28 a viz Here | 16e30 | Klub Belou en ti-feurm Tangi Merrien (o kontañ ha o kanañ) ha Tangi Le Gall-Carré (o seniñ akordeoñs) Tangi Merien, kaner ha komedian gant Strollad Ar Vro Bagan, animatour en abadenn « Mouchig-Dall » war Frañs 3 Breizh, ha Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ar strollad […]
KALONYA ha skridoù kuzh all
21 Here 2017
Aozer : Youenn Kervalan Embanner : Al Lanv Barzhaz un testeni hag un engouestladur. A-hed daou-ugent vloaz bennak en deus lakaet Kervalan war baper e drivliadennoù, e fromoù, e garantez, e boanioù hag e gounnar. Dindan lies anv-pluenn int bet embannet e kelaouennoù brezhonek, kalz anezho e-barzh al Lanv. Santidik ha kizidik eo an aozer. […]
Maria Gentile
18 Here 2017
— A! ‘pell ‘zo n’am boa ket kejet ganit Paol ! — Ezvezant on bet …teir sizhun …Edomp e vakansoù ! evit lidañ hor retred. Divin ‘pelec’h.. — C’humm…Martinik ? — ……. — Senegal ? Thailand ? — …….. — Pelloc’h c’hoazh ? — C’humm… kalz tostoc’h …ha bravoc’h c’hoazh…. — E galleg e vez […]
2017 : 28vet gouel al levrioù e Breizh
3 Du 2016
An 28vet Gouel al Levrioù e Breizh a vo dalc’het d’an 28 ha 29 a viz Here e Karaez ! Ken ar c’hentañ