30-31 octobre 2021

Priz Ti-Kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg

29 Here 2016

Priz Ti-Kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg Aet eo ar maout gant Paskal an Intañv Priz Ti-Kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg a zo bet roet disadorn goude merenn e-pad Gouel al levrioù e Breizh. Aet eo ar maout ar bloaz-mañ gant Paskal an Intañv  evit e skrid E dorn Doue emaomp. 15 […]

Taol-grenn : An treiñ lennegel e brezhoneg.

27 Here 2016

Taol-grenn : An treiñ lennegel e brezhoneg.  Stad an traoù hag hentoù evit mont war-raok Perzhidi : Mich Beyer : skrivagnerez ha troourez Kristian Braz : skrivagner ha troour Riwanon Kervella : Kuzul ar Brezhoneg Serj Richard : troour Tadhg Mac Dhonnagáin : kinniger abadennoù evit ar vugale en iwerzhoneg ha saver senariooù Habaskaer : Olier […]

Reiñ lañs d”al lec’hienn “LENN”

26 Here 2016

LENN : Ur savenn evit lenn e brezhoneg C’hoant da lenn e brezhoneg ? Donemat e LENN, ul lec’hienn divyezhek ho skoazello da zibab levrioù, kazetennoù ha kelaouennoù e brezhoneg… evidoc’h pe da brofañ ! Frouezh ur c’henlabour etre Levrioù ha lennadennoù e Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg hag Electre eo al lec’hienn-mañ. Savet eo […]

Oferenn e brezhoneg d’ar Sul 30 a viz Here

25 Here 2016

Un oferenn e brezhoneg (evel bep bloaz e Karaez da vare ar saloñs) a vo lidet e Iliz Sant-Treveur e Karaez d’ar Sul 30 a viz Here da 10e30. E koun Nolwenn LOUARN, gwreg Rens GASTINGER, e vo an oferenn-se. Stourmet he deus evit hor yezh hag evit hor Bro. Ur soñj hor bo ivez […]

Ar bloaz-mañ e zaio ar priz Langleiz da g/Kristian Braz

22 Here 2016

Ar bloaz-mañ e zaio ar priz Langleiz da g/Kristian Braz evit e zastumad Rebetiko hag istorioù all embannet gant Al Liamm. 9 gontadenn bet skrivet etre 1995 ha 2016 a zo en dastumad. En o-zouez ez eus div n’int bet gwelet gwech ebet c’hoazh, ar re all zo bet embannet e-barzh kelaouennoù a bep seurt dija […]

C’hoariva e gouel al levrioù

21 Here 2016

Laouen eo ar gevredigezh C’hoariva ouzh ho pediñ da gemer perzh en un eskemm diwar-benn ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg : D’ar Sadorn 29/10 e 3e g.m e Korn ar vugale e saloñs levrioù Karaez Buhezet e vo ar gaoz gant Laetitia Fitamant eus radio Kerne Da geñver Festival Teatr Brezhonek e vo C’hoariva […]

Korn ar vugale

19 Here 2016

Sadorn 29 a viz Here Lenn e brezhoneg (bannoù treset, levrioù, albomoù…) ha haiku( (film Ronan, levrioù e brezhoneg, gallaoueg, galleg war an haiku), ha korn an iwerzhoneg 2e : Arzoù kaer evit ar vugale hag abadenn gant ar c’haner hag embanner iwerzhonat Tadhg Mac Dhonnagain 4e15 :Luduennig, gant Strollad Kallag Luduennig gant daou vargodenner ampart ha leun […]

Kan Awen : Ar Vorenn Gliz

18 Here 2016

Kan Awen Stal laz-kanañ Kreizenn an Arzoù Pobl eo strollad gwregel Kan Awen. Savet eo bet e 2008 da heul laz-kanañ kemmesk A Bouez Penn a oa bet diazezet e 1996. Renet eo Kan Awen gant Florian Desbans. Ha kanañ a ra ar strollad tro 15 maouezh ennañ a teir vouezh, tonioù Breizh pe broioù […]