Emañ Liza o chom e Menez Are, e kalon Breizh. Un noz e tiviz ar plac’h yaouank mont da zizoleiñ ar bed.
Ur bedadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus broioù disheñvel, mesket brav gant soniadoù ar brezhoneg.
Ouzhpenn kant a oberourien, a ganerien hag a vuzisianed eus Breizh hag a lec’h all, bodet evit ar wech kentañ a laka ac’hanomp d’ober ar c’haerañ beaj dre ar sonerezh a-gevret ganto. Un digarez, evit ar re vihan hag ar re vras, d’ober anaoudegezh gant sevenadurioù ar bed.

Kan ar Bed (lec’hienn Internet)