28 – 29 Here 2023

Europa

affiche 2013Europa a vo tem saloñs levrioù Breizh e Karaez er bloaz a zeu. Dalc’het e vo da-geñver dibenn-sizhun miz Here (26-27) 2013. Spered Europa a vo e-kreiz ar gaoz enta evit ar 24e gwech ma vo dalc’het ar festival hag a gloto rik gant « bloavezh europat ar geodedourien » lakaet da vezañ e 2013 gant Kengor Europa. Viviane Reding, besprezidantez Europa e karg eus ar reizhded hag ar geodedourelezh he deus lavaret evit an degouezh : « Tro gaer e vezo bloavezh europat ar geodedourien evit degas dezho da soñj ar gwirioù o deus trugarez da Unaniezh Europa hag ar pezh a c’hall honnezh ober evit pep hini ac’hanomp ». Klaoustre e ouezo aozourien an erzerc’had pouezus-se evit al levrioù hag al lenn ober o mad eus an degouezh evit ober anv eus traoù evel kaougantadur karta ar yezhoù, adunanidigezh Breizh pe ar gwir d’ar pobloù d’emsavelañ… Tro e vezo ivez moarvat da vreutaat diwar-benn peseurt Europa zo c’hoant da gaout : Europa gant pe hep he c’hant banniel, Europa an arc’hant pe Europa sokial he sevenadurioù lies ?