Rakskignadenn an teulfilm “Haiku, en un tenn-alan ar bed” sevenet gant Ronan Hirrien kinniget gant skipailh ar film produet gant France Télévisions d’ar sadorn 24 a viz Here 2015 da 6e noz e Karaez (Sinema ar Gazeg C’hlas).

Haiku, en un tenn-alan ar bed

Ur barzhoneg eus Japon eo an haiku. Ar berrañ barzhoneg er bed. E-leizh a haikuioù a vez skrivet hiziv e Breizh hag e brezhoneg : er skol, evit kenstrivadegoù, war lec’hiennoù internet, embannadurioù… Er film-mañ e kont un nebeut haikerien petra eo evito ha petra a zigas dezho ar barzhoneg-mañ stag ouzh al lec’h hag ar poent m’emeur enno. Lavaret a reont deomp an amzer o tremens, an natur, ar vuhez, ar c’haerder. Da bep hini anezho e tiskouez ar varzhoniezh bezañ un doare da vezañ er bed ha da soñjal anezhañ.

Gant Malo Bouëssel du Bourg, Fanny Chauffin, Mai Ewen, Alain Kervern, Ólöf Pétursdóttir, Bernez Tangi…