Un oferenn e brezhoneg (evel bep bloaz e Karaez da vare ar saloñs) a vo lidet e Iliz Sant-Treveur e Karaez d’ar Sul 30 a viz Here da 10e30.

E koun Nolwenn LOUARN, gwreg Rens GASTINGER, e vo an oferenn-se. Stourmet he deus evit hor yezh hag evit hor Bro.

Ur soñj hor bo ivez evit an holl vrezhonegerien aet da anaon ar bloaz-mañ.