Goude an obidoù en iliz Lanrelaz, bro e familh, e vo un abadenn rentañ enor da vMartial Menard disadorn da 19.30, e Kemper, ar gêr en devoa dibabet ouzhpenn 40 bloaz zo. E geneiled a lâro dezhañ ar c’henavo diwezhañ er straed Aristide Briand, dirak ar c’hCeili Pub, lec’h meur ar reoù a gar sevenadur Breizh, ul lec’h a oa tomm d’e galon. Yann Pelliet ha Yann-Kêl Guillanton a gaso ‘raok sonerezh an abadenn hag e geneil a gozh, Bernez Rouz, bet prezidant Ti ar Vro Kemper, a gemero ar gaoz evit enoriñ memor an hini a lez war e lerc’h un oberenn veur gouestlet d’ar brezhoneg. Ur pezh mell labour dastumet en ur geriadur keflinenn devri.bzh. Ur skipailh tro dro da Herve ar Bihan, rener kevrenn ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2, a gendalc’ho gant al labour-se e framm Kuzul ar Brezhoneg, evel ma oa bet goulennet gant Martial Menard.