28 – 29 Here 2023

Bro Skos

Er 34e saloñs-se e vo lakaat Skos war wel, ur vro he deus roet skrivagnerien brudet er bed a-bezh evel Robert Louis Stevenson, a voe skrivet « Enez an Teñzor » gantañ, Robert Burns, Walter Scott, Conan Doyle… Al levrioù, skoazellet-mat gant gouarnamant Skos, o deus ul lec’h eus an dibab e kalon ar bobl skosat. Dileuridi skosat a vo er gouel evit lakaat ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar gwirvoud sevenadurel-se.