68 vloaz zo e oa bet krouet ar gelaouenn sevenadurel Al Liamm hag an embannadurioù. Pa oa bet lidet 50vet deiz-ha-bloaz ar gelaouenn (e 1995) e skrive Ronan Huon, rener ar gelaouenn d’ar mare-se : « piv en hon touez en dije soñjet e padje ar gelaouenn keit-all ! » hag ez eo padet goude-se c’hoazh gant ur skipailhad tud nevez hag emichañs e pado ur pennad mat c’hoazh.

Difluket eo ar gelaouenn Al Liamm Tir Na nÓg diwar kengej teir c’helaouenn : Tir na nÓg bet krouet e miz Genver 1945 gant Paol ar Gourriereg ha Ronan Huon e Roazhon, divyezhek e oa ar gelaouenn-se. Kened a oa bet krouet gant Per Denez hag Arzel Even e Roazhon ivez hag Al Liamm bet krouet e Pariz e 1946 gant Andrev Latimier, Per ar Bihan, Glaoda Millour ha Ronan Chevalier. Start e oa paeañ ar moullañ ha ken diaes all magañ an holl gelaouennoù-se hag en un doare fur e voe divizet kaout un emglev ha derc’hel d’ur gelaouenn sevenadurel nemetken.

Evito holl d’ar mare-se e oa bet lakaet da bal kenderc’hel gant al labour kaset da benn gant Gwalarn en o raok : reiñ da Vreizh ul lennegezh dibar ha kaout ur sell digor war ar bed en ur embann skridoù deuet eus ar bed a-bezh.

Buan a-walc’h e oa bet lakaet Ronan Huon e penn ar gelaouenn hag e voe divizet gant skipailh Al Liamm embann levrioù ivez evel ma oa bet graet gant Gwalarn a-raok. Embannet e oa bet da gentañ levrioù bihan evel « Ar c’horf dindan treid va zad-kozh » ur romantig polis skrivet gant Roparz Hemon ha « Gaovan hag an den gwer » lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon ivez. Goude-se e oa bet An Antechrist gant Tangi Malmanche hag Aquis Submersus gant Storm, troet diwar an alamaneg gant Per Denez. Setu roet lañs d’an ti-embann da vat.

Ur c’hant tregont titl bennak a zo hiziv an deiz. Lennegezh a zo bet embannet gant Al Liamm dreist-holl hag anvioù skrivagnerien vrudet a zo war ar roll evel-just : Roparz Hemon, Maodez Glanndour, Jakez Konan, Abeozen, Yeun ar Gow, Youenn Drezen, Jarl Priel ha nevez zo : Yann Gerven, Yann Bijer, Goulc’han Kervella, Herve Gouedard, David ar Gall, Herve ar Gall, Riwal Huon…

Levrioù studi a zo bet embannet ivez memestra : Yezhadur bras ar brezhoneg gant Frañsez Kervella ha Geriadur brezhoneg /galleg – galleg/brezhoneg Roparz Hemon ha Ronan Huon.

War an diwezhadoù ez eo krog Al Liamm da embann levrioù da selaou. E 2011 hor boa embannet « Anken », un dastumad danevelloù skrijus hag un enrolladenn bet graet gant lod tud eus skipailh Ar Vro Bagan hag er bloaz-mañ ho pezo tro da lenn ha da selaou ur pezh-c’hoari, Distro e anv, bet troet diwar ar saozneg gant Kristian Braz hag ur CD da heul.
Tro ho pezo da lenn er bloaz-mañ ivez Yud ur romant gant Erwan Hupel, skrivagner ijinus ha donezonet-kaer hag ur romant gant Herve Gouedard diwar-benn buhez al livour Paul Sérusier.

War hol lec’hienn www.alliamm.com ez eus bet renablet ouzhpenn 1000 skrivagner o deus bet tro da skrivañ pennadoù ha d’o c’has d’ar gelaouenn Al Liamm. C’hwec’h niverenn a vez embannet pep bloaz, da lavaret eo war-dro 800 pajennad e brezhoneg war danvezioù liesseurt ha disheñvel-mat pa gaver barzhonegoù, troidigezhioù, danevelloù, pezhioù-c’hoari, studiadennoù ha rubrikennoù evel A-dreuz lenn, Petra nevez ?, kelaouennoù hag an Notennoù a gaver ingal war pep niverenn. Un niverenn ispisial a vez aozet evit an hañv ivez, hag er bloaz-mañ, da skouer, e oa bet kinniget un niverenn en-dro d’an arz e Breizh.

Gant 400vet niverenn Al Liamm e kinnigomp ur c’houmanant niverel d’ar gelaouenn evit 15 euro ar bloaz nemetken. Ur blijadur e vo sur a-walc’h evit ar re a rank dilojañ alies !
Mont da heul ar c’hemmoù degaset gant ar bed modern a ranker ober, se zo splann, ha chom feal memestra da balioù sklaer krouerien Al Liamm ivez.
Ur bern traoù a c’heller ijinañ, krouiñ ha kas da benn evit ma chomo bev ha kreñv hor yezh, hol lod a reomp-ni en ur embann skridoù a bep seurt ha soñjal a ra deomp e c’hell ur bern tud kavout danvez preder ha dudi, danvez krouiñ ivez e-touez ar skridoù a zo bet embannet er gelaouenn Al Liamm.

Tudual Huon
Rener Al Liamm

Al Liamm : koumanant 35 € – tud dilabour, studierien : 19 € – koumanant niverel : 15 €
14, straed Louzaouenn-an-hañv – 22300 Lannuon