Glac’haret omp o klevout eo aet da Anaon Charlie Grall, prezidant ar Greizenn Sevenadurel Breizhek Egin er Gwener-mañ.

Skrivagner, kelaouenner ha stourmer kalonek evit sevel krog Breizh hag he yezh, Charlie a oa ivez unan eus diazezerien Gouel al Levrioù e Breizh e-ser Daniel Cotten, Jean-Yves Cozan ha Martial Menard. Abaoe 1990 eo en em ouestlet a-zevri evit en aozañ hag ober anezhañ en deiz a hiziv « un emgav hollret evit holl dud al levrioù e Breizh ».

Koll a ra Breizh ur stourmer meur. Koll a ra Karaez ur mignon ivez.

A-soñj omp gant e re-nes ha, da gentañ, gant e verc’hed Rozenn ha Katell.