Pour sa 33e édition, le festival du livre de Carhaix a décidé de choisir la Catalogne comme thème de cette rencontre incontournable, véritable vitrine de  l’édition en Bretagne. La manifestation littéraire sera présidée cette année par l’écrivain Hervé Hamon.

L’affiche du festival est l’œuvre d’Olwenn Manac’h, maquettiste d’édition à qui les organisateurs doivent déjà de belles réalisations.

Gouel al levrioù Karaez en deus dibabet pediñ Bro Katalonia evit he 33ved abadenn. An emgav hollbouezus e kêr-benn ar Poc’hêr a ginnig d’an dud pezh ‘vez embannet e Breizh hag an holl tiez embann eus ar vro a ra o seizh gwellañ evit bezañ aze. Herve Hamon, ar skrivagner anavezet mat bet ganet e Sant-Brieg, a vo prezidant a enor.

Skritell ar Gouel a zo bet savet ur wech ouzhpenn gant Olwenn Manac’h, maketennerez evit an embann, hag en deus savet meur a hini dija hag a galite.

Elle explique ainsi ses sources d’inspiration pour cette livraison :

Deux choses me sont venues à l’esprit quand le thème du Festival m’a été transmis : Sant Jordi et Antoni Gaudí.
Sant Jordi (saint Georges), patron de la Catalogne, est célébré le 23 avril ; la coutume veut que l’on offre un livre et une rose rouge, ce jour étant aussi la fête des amoureux. Le 23 avril est également la Journée internationale du livre.
La légende raconte que saint Georges terrassa un dragon à qui on sacrifiait des jeunes gens et sauve ainsi la fille du roi. Il a été très souvent représenté dans l’art (Ucello, Raphaël, Gustave Moreau, Kandinsky, Dali, Dürer, Maurice Denis…).
Voilà donc pour le dragon, le livre et la rose.
Les créations de l’architecte catalan Antoni Gaudí sont célèbres, en particulier le lézard en mosaïque du parc Güell de Barcelone. Je m’en suis inspirée pour la réalisation du dragon de l’affiche.

Olwenn Manac’h

Displegañ a ra he dibaboù hag hec’h awen e mod-se :

Daou dra a zo deut diouzhtu war va spered pa oa bet lavaret din tem ar saloñs : San Jordi ha Antoni Gaudi.
San Jordi a vez lidet d’an 23 a viz Ebrel hag ar c’hiz ‘vez e kinnigfer ul levr hag ur rozenn an deiz-se hag a zo hini an amourouzed ivez. An 23 a viz Ebrel a vez ivez devezh etrevroadel al levrioù.
Ur vojenn a gont e voe pilet gant Sant Georges un aerouant a veze aberzhet dezhañ tud yaouank hag e teuas a-benn da saveteiñ merc’h ar roue. Kavet ‘vez anezhañ meur a wech e-barzh oberennoù arzel ((Ucello, Raphaël, Gustave Moreau, Kandinsky, Dali, Dürer, Maurice Denis…). Setu evit an aerouant, al levr hag ar rozenn.
Krouidigezhioù ar pennsaver katalan Antoni Gaudi a zo brudet-tre hag e penn kentañ tout ar glazard e mozaik a gaver e park Güell e Barcelona. Aze ‘m eus kavet awen evit sevel aerouant ar skritell.

Olwenn Manac’h