AN EMBANN E BREZHONEG

 

Petra nevez ?

Tro-dro 10% eus al levrioù embannet e Breizh ‘zo skrivet e brezhoneg.
N’eo ket fall. Met ne gresk ket niver a levrioù a zo lakaet war ar marc’had
daoust da niver brasañ a vrezhonegerien yaouank…

Penaos sachañ lennerien nevez ?
Penaos nevesaat an embann ? Gant e-levrioù, oc’h implijout muioc’h internet ?
Penoas lakaat ar re yaouank da gaout plijadur da lenn e brezhoneg ?

Gant :
Yann Bijer, skrivagner («Kan ma bro», Al Liamm)
Herri ar Borgn, skrivagner («Bleunvenn mam buoc’h», Coop Breizh)
Erwan Hupel, skrivagner («Yudal», Al Liamm)
Fañch Broudic, skrivagner («Histoire sociale des langues de France», PUR)
Yann Gerven, skrivagner («Traoù nevez», Skol Vreizh)
Divi Kervella («Nikolazig», Imav Editions)
Sarah Chedifer-Bonneau, skrivagnerez hag e penn ur blog lennegel (A ! Lenn)
Visant Pincemin, krouer ha merer ul lec’hienn a werzh e-levrioù (Difetis)

Un abadenn kaset da benn gant Lionel Buannic ha Christian Le Meut,
enrollet e Karaez (Penn-ar-Bed),
war Leurenn Glenmor, asambles gant Gouel al levrioù

MUZIK rock ‘n roll gant
FLIEGENDE WURST
(Theo, Tangi, Nino, Thomas ha Matis eus Lise Diwan Karaez)

D’ar sadorn 26 a viz Here 2013, eus 2e30 betek 4e30 g.m
Un abadenn skignet war eeun war brezhoweb.com
Pe da vezañ heuliet war al lec’h :
Leurenn Glenmor, 29 straed Jean Monnet, Kerampuilh, 29270 KARAEZ