Abaoe 2010 e ro ivez kêr Garaez « Priz an danevell e brezhoneg » a ya d’un danevell nevez, skrivet e brezhoneg ha kinniget gant un embanner.

Paskal an Intañv a c’hounez danevell e brezhoneg ti-kêr Garaez evit Puñs ar fur, embannet en dastumad danevelloù Bedoù nevez (Al Liamm, mai 2025).

An danevell

Mae 1942. Emañ Juluan Ar Borgn, peizant yaouank a vro-Dreger, en ur foz-difenn ekreiz dezerzh kalet Libia. N’emañ ket eno e-unan : tud yaouank inizi Oseania a vez gantañ bemdez, met hir hag ankenius eo an devezhioù. Daou dra en deus d’ober bemdez : gortoz an enebour pe tennañ warno gant e vindraillerezh Hotchkiss. Ha dreistvevañ a raio da ifern tomm Bir Hakeim, « Puñs ar Fur » en arabeg ? Un danevell istorel kaset brav ha fromus, gant un dibenn dic’hortoz.

Ar skrivagner

Un danevellour ha romantour deus Aodoù-an-Arvor eo Paskal an Intañv. Aozer un nebeut levrioù hag un toullad danevelloù embannet gant ar gelouenn Al Liamm, resevet en doa dija Priz an Danevell e Brezhoneg e 2016 evit E dorn Doue emaomp. Resevet en deus ivez ur « Priz evit dazont ar brezhoneg » e 2016, er rummad levrioù ha faltazi, evit e romant skiant-faltazi Udora : pe afer an ed-du (Al Liamm, 2015).