« Brasañ tra en ugentved kantved evit ar brezhoneg ! »

« Un des grands mérites de l’ »experience » de la revue Gwalarn : avoir ouvert le chantier de la modernisation de la littérature bretonne ».
Erwan HupelGwalarn histoire d’un mouvement littéraire en Bretagne, Thèse Université de Rennes II, 2010

« Krouidigezh Gwalarn ‘zo bet brasañ tra a zo bet graet en ugentvet kantved evit ar brezhoneg »
Andreo ar Merser, e film Roparz Hemon gant Soazig Danielou, 2000

Kant vloaz ‘zo eo bet krouet ar gelaouenn “Gwalarn” gant Roparz Hemon. 165 niverenn a zeu er maez etre 1925 ha 1944. Met pelloc’h kalz en do pouez luskad Gwalarn ha n’heller ket kompren birvidigezh al lennegezh vrezhoneg hiziv hep kompren hêrezh Gwalarn.

Roparz Hemon a zo ur paotr eus kêr Vrest, gober a ra e studioù e Roazhon, e Pariz hag e Leeds e Bro Saoz. Peurzesket gantañ ar brezhoneg e kompren penaos eo chomet ar skridoù brezhoneg mod kozh, troet war zu an tremened hag ar vuhez war ar maez tra ma cheñj kalz ar gevredigezh vreton goude ar brezel pevarzek. Kuitaat a ra ar re yaouank ar maezioù evit mont e kêr e Breizh pe e-lec’h all.

Ezhomm zo krouiñ ul lennegezh nevez a glotfe gant ezhommoù ar Vretoned prederiet gant o buhez nevez. E kement bro eus Europa e tihun lennegezhioù broadel melezour ar broioù bihan pe vras, emren pe wasket.

Krouiñ a ra paotred ha merc’hed Gwalarn, romantoù, danevelloù, barzhonegoù, pezhioù c’hoari, studiadennoù skiantel met ivez levrioù evit ar vugale, kentelioù evit an dud deuet, liammañ a reont kened ar skritur gant kened an arzoù kaer hag e-leizh a droidigezhioù eus a bep seurt yezh, eus a bep seurt bro.

2025 a ro an digarez da roiñ ton d’an darvoud, da roiñ pour ha trichin. da gompren dreist holl penaos en deus levezonet luskad Gwalarn hol lennegezh hiziv.

Diskouez penaos e c’hwezh avel Gwalarn er c’hantved warn-ugent a vo pal un diskouezadeg savet gant Kevre Breizh gant sikour Bodad Lenn Ti ar vro Kemper. Tro Breizh a rayo gant rouedad an tiez ar vro ha roet vo lañs d’an deiz-ha-bloaz pouezus -se e Sked e Brest lec’h eo bet ganet Gwalarn.

Un digarez eo an droiad-se da lakaat ar gaoz war nevezinti ar gelaouenn ha dreist-holl penaos he deus levezonet lennegezh Vreizh dibaoe. Dre filmoù, prezegennoù, tabutoù, lennadennoù e vo aesoc’h deomp kompren penaos he deus Gwalarn nevesaet al lennegezh vrezhoneg.

Pelloc’h evel-just en em lakao an embannerien er jeu. Dre ar c’helaouennoù brezhoneg, dre an tiez-embann e vo roet ton da Walarn, ne vije nemet gant deiziadurig Kuzul ar Brezhoneg 2025.

Kevredigezh skrivagnerien vrezhoneg “SKRIV” a zibabo diouzh he zu un torkad danevelloù e Gwalarn evit un embannadur divyezhek.

Gouel al levrioù e Karaez a vo e-barzh ar jeu o tegemer an diskouezadeg savet gant Kevre Breizh, O tiskouezh filmoù hag o tabutal diwar levezon Gwalarn e 2025. Kuzul ar brezhoneg diouzh e du a lakao war wel war e stand ispisial gant holl adembannadurioù skrivagnerien Gwalarn.

Da c’hortoz, moaien zo da brenañ levrioù skrivagnerien Walarn bet adembannet gant Kuzul ar brezhoneg pe gant Aber ha lenn ar gelaouenn Gwalarn war lec’hienn Dielloù departamant Penn ar Bed