Bep bloaz e vez savet ur c’hendiviz e-pad Gouel al levrioù Karaez war tem ar salons, d’ar sul goude kreizteiz da 3 eur.

Ar bloaz-mañ eta e vo komzet eus “ Ar brezhoneg en ur c’hroashent ? Peseurt gwirioù demokratek ? Peseurt stategezhioù ? »

Kavet’vo en dro d’an daol Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan Breizh ; Tangi Louarn, prezidant  Kevre Breizh  ; Yves-Marie Derbré-Salaün ha Renan Kerbiquet evit Ai’ta !; André Lavanant, bet prezidant Diwan Breizh. Mikael Baudu, kazetenner,  a vo karget da gas an dro ar c’hendiviz.