Ar miz passeet e oa bet enoret ar brezhoneg dre ziv wech gant seitekved prizioù Ostana, XVIIvet prizioù yezhoù-mamm ar bed.
Priz an droidigezh a ya gant an Iwerzhonad Éamon Ó Ciosáin
“N’em eus ket graet al labour-se va-unan. Bepred em eus labouret hervez skouer “meitheal”, ar c’henlabour kevredigezhel a zo ul lodenn eus sevenadur Iwerzhon. Kreñvoc’h omp pa labouromp asambles. Setu perak e kredan e ranker brudañ pinvidigezh hor yezhoù-mamm dre o rannañ, ha setu perak e kemeran perzh en o zroidigezh. »
Troet en deus lennegezh iwerzhoneg e brezhoneg hag ar c’hontrol. Kenlabouret en deus ivez da sevel ar geriadur iwerzhoneg-brezhoneg ha pakaet gantan Urzh an Erminig e 2024. Lakaat war wel an dro spered da sevel pontoù etre ar yezhoù e faot da Brizioù Ostana. Labour Eamon O Ciosain a ziskouez penaos eo a-bouez evit difenn ar yezhoù-mamm en em vodiñ evit lakaat e gouloù pinvidigezhioù sevenadurel ar pobloù.
Priz ispisial da Kristian Braz evit e labour Dastumer, troer, skrivagner.
Dedennet kaer eo bet Juri prizioù Ostana gant an doare m’en deus Kristian Braz adperc’hennet yezh e dud evit pinvidikaat Sevenadur brezhonek ar vro . E-giz kazi an holl vretoned ganet war lerc’h ar Brezel zo bet komzet galleg outañ. « Ma yezh vamm n’eo ket yezh ma mamm » eo kustum da lakaat en a-raok gant ar soñj sachañ evezh war an drouk drastus en deus graet ar cheñchamant yezh e penn ar Vretoned. Adalek ar bloavezhioù 70 e peg en dro Kristian gant yezh-vamm e dud. Tremen a ra un dek vloaz bennak en estrenvro lec’h ne ra nemet kreñvaat ennañ ar c’hoant adperc’hennañ e yezh.
Heuliet en deus un hent a zlefe servij da skouer evit kalz a vrezhonegerien nevez : da gentañ enrollañ ha treuzskrivañ ar vrezhonegerien a-vihanik evit kompren mat tro-spered ar yezh. D’an eil troiñ ha n’eo ket troiñ diwar ar galleg a zo re greñv e levezon war ar brezhoneg met diwar ar saozneg pe an alamaneg div yezh disheñvel mat ha setu gantañ e teu romantoù pe danevellou brudet egiz re Steinbeck, Kerouac, Salinger … D’an trede eo krouiñ un danvez lennegel awenet gant e vro gant tud e vro ar Menez Arre. Priziet eo bet meur a wech e Breizh labour Kristian Braz, (Priz Langleiz, Priz ti-kêr Karaez) gant Priz Ostana e vez roet un heklev etrevroadel d’un oberenn liesliv, gwriziennet don ha digoret war ar bed er memes tro met dreist holl leun a startijenn.

Premio Ostana (Prizioù Ostana) : ur c’henlabour pouezus etre Gouel al Levrioù e Breizh ha Chambra d’oc (Okitaniz bro Itali).
E 2024 zo bet savet liammoù kreñv etre Prizioù Ostana savet gant okitanegerien Itali ha Gouel al levrioù e Karaez a vod beb bloaz ar vegenn eus ar skrivagnerien vrezhoneg.
Dre lakaat e gouloù al lennegezh vrezhoneg war un dachenn etrevroadel eo ur bazenn ouzhpenn evit kreñvaat ar c’hrouiñ e brezhoneg ha lakaat anavezout birvidigezh bed al levrioù ha bed ar c’hlewelet hiziv e Breizh.
Deuet oa pennoù bras Premio Ostana e Karaez evit ar wech kentañ e 2024, ha memes tra gant dileuridi Karaez. Ar c’hentañ liammoù-se ne rint nemet kreñvaat dre an eskemmoù etre krouerien er yezhoù mamm gant ar soñj e vije muioc’h mui a bontoù etre hor sevenadurioù. Donedigezh Jay Wilde, troer ar Yezh Latgalia eus bro Estoni ha priziet e Ostana, e Karaez e 2024, a zo ur merk kreñv eus c’hoant Gouel al Levrioù da grouiñ liammoù kreñv etre ar sevenadurioù disteraet gant ar galloudoù bras.
Ar bloaz-mañ eo ar Sevenadur Kabil eus ar stad Aljerian a vo lakaet da roiñ ton d’ar c’hejadennoù niverus a vo e Gouel al levrioù e Karaez.
Bernez Rouz