E Penn ar Wern

Kristian Braz

Résumé

Distreiñ a ra Jean-Bernard Kadiou (pe « Jañ-Bern »), war e leve bremañ, da vevañ e Penn ar Wern, er vilajenn ha zoken en ti m’eo bet ganet. Estregetañ ne chom ken nemet daou zen all ganet e Penn ar Wern : Soaz, an intañvez kozh, ha Thierry, peizant nemetañ ar gêriadenn. Met diaesoc’h-diaesañ eo kavout lojeiz er vro setu ma teu lod all d’en em staliañ eno. A bep seurt tud. En o zouezh Jenny, ur Saozez ne laosk ket Jañ-Bern diseblant.

----------------------------------------------------------------------------

Kristian Braz, romantour ha troer anavezet, a zo unan eus gwellañ danevellourien e remziad. Ar c'hentañ skrivagner o resevout teir gwech ar priz-mañ eo eñ goude Rebetiko e 2012 ha Feunteun Santez Diboan e 2018.

Romancier et traducteur reconnu, Kristian Braz est l’un des nouvellistes bretons les plus talentueux de sa génération. Il est le premier auteur à remporter trois fois ce prix après 2012 (Rebetiko) et 2018 (Feunteun Santez Diboan).