Ar Sushi Disoursi

Filip Oillo

Résumé

Paourkaezh Anton ! Stlejet eo bet gant e zousig betek ar « Ker sushi » ur preti japanad e kreiz-kêr Brest.

En em c'houlenn a ra petra emañ oc'h ober aze, o c'houzañv komzoù torr penn, evit chom seven, Nadia.  Ur vignonez kozh da Sandra e muiañ karet eo Nadia, hag hi deuet da vezañ « gwerzherezh arc'hant » pe trader e brezhoneg flour, evit sikour an dud pinvidik da zont pinvidikoc'h c'hoazh. Ur gwir itron « me oar tout » eo hi prest da zistagañ komzoù disprizius hag aotus war pep tra embannet gant ar re all.

Penaos ober evit achap kuit eus an trap' mañ….

An istor a dremen tro dro d'an daol, en un endro diskrivet en un doare resis kement hag an tudennoù.

Ar fent en deus lakaet ar jury da zibab an danvell-mañ avat, rak c'hoarzhet e vez kalz a-hed an istor, gant c'hoarioù-gerioù e leiz ha lavarennoù pe troioù lâr degaset brav, betek ar fin dic'hortozh.

Mard eo disoursi ar sushi e c'heller lâr ivez eo di...si yezh ar skrivagner, unan di...gourdi anezhañ.

 

 

Pauvre Anton ! Sa compagne l'a traîné jusqu'au « Ker Sushi », un restaurant japonais du centre-ville de Brest. Il se demande ce qu'il fait là à subir la logorrhée verbale de Nadia aussi intéressée qu'inintéressante. Nadia est une ancienne camarade de lycée de sa compagne Sandra, elle est aujourd'hui marchande d'argent ou tradeuse pour aider les riches à devenir encore plus riches. Une vraie Madame « Jesaistout », toujours prête à déprécier les propos de ses voisins de table.

Comment faire pour échapper à ce calvaire…

L'histoire se déroule autour de la table avec des personnages et des lieux superbement décrits.

C'est sans conteste l'humour qui a séduit le jury car on rit beaucoup au « Ker Sushi », les jeux de mots sont légion et les citations et proverbes habilement amenés, jusqu'à la fin assez improbable.

Si le sushi est « disourci » comme le dit le titre, l'auteur lui est vraiment « digourdi » !