Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de haute Cornouaille
Geriadur brezhoneg Treger-Goueloù ha Kernev-Uhel
Frañsez Vallée, den a bouez en istor ar brezhoneg, en doa boulc’het, ouzhpenn ur c’hantved ’zo bremañ, ul labour dastum divent. Padout a raio e enklaskoù e vuhez a-bezh, koulz lavarout. Dre e lennadennoù, e genlabour gant tost da gant kenskriver feal ha barrek o chom e takadoù-bro disheñvel, en deus strollet, studiet ha renket ur c’heriaoueg pinvidik a oa en implij gant e genvroidi.
N’eo ket ur geriadur klasel, met un dastumad dibar a c’herioù hag a droiennoù rouez, saourus ha dic’hortoz a-wechoù. Ur brezhoneg yac’h ha bev evel ma veze skrivet ha komzet en Treger, Goueloù ha Kernev-Uhel e penn kentañ an XXvet kantved. Al labour prizius ha dibar-mañ, bet graet a-hed bloavezhioù ha bloavezhioù, a ra ouzhpenn 3000 follennad dornskrivet, chomet diembann betek-henn.
An oberour
Frañsez Vallée, ar barzh Abherve, a zo bet ganet d’ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Plounevez-Moedeg ha marvet d’an 3 a viz Mae 1949 e Roazhon. Ur yezhoniour, kelaouenner ha skrivagner a bouez eo en istor al lennegezh hag ar yezhoniezh vrezhonek e penn kentañ an XXvet kantved.
Savet eo bet milin-baper Vallée gant e familh e 1855 war vord al Leger e Benac’h. Tro en doa bet Frañsez Vallée da glevet ha da gomz brezhoneg gant al labourerien niverus a oa eno. Abred e oa deuet neuze d’en em dommañ ouzh ar yezh.
Diwezhatoc’h en deus graet studioù keltiek e Roazhon ha desket kembraeg gant Joseph Loth.
Anavezet eo dreist-holl evit e bennoberenn, ar Geriadur bras galleg-brezhoneg, embannet evit ar wech kentañ e 1931, hag a reas berzh bras e-pad pell. Met rener kazetennoù, evel Kroaz ar Vretoned ha Breiz, dastumer (gantañ e oa bet enrollet war pladennoù koar mouezh Marc’harid Fulup, ar ganerez ha konterez), skrivagner, pedagogour (La langue bretonne en 40 leçons) eo bet ivez…
E anv a zo bet roet d’un toullad straedoù e Breizh ha da Greizenn Sevenadurel Sant-Brieg.
An oberenn
Evit mirout na vije na kollet na strewet e labour dastum en doa lakaet Frañsez Vallée keinañ ar follennoù, ar pezh a ra tri fikol levr en holl. Al levrennoù-se n’int bet morse lakaet war wel d’an holl ha deuet e oa ar mare d’o embann hag adreiñ d’ar vrezhonegerien ul lodenn eus teñzor o yezh.
An dornskrid a oa e dalc’h ar c’hlasker Gwennole ar Menn (1938-2009). Prizius ha dedennus eo an danvez abalamour d’ar yezh, d’an dibaboù, d’an distagadur ha d’an takadoù-bro dibabet e-lec’h ma chom c’hoazh labour d’ober war studi ar brezhoneg.
Labour F. Vallée bet graet d’ur mare ma oa ar brezhoneg yezh al lodenn vrasañ eus ar gevredigezh e Treger-Goueloù a adro dimp gerioù ha stummoù lavar bet kollet pe ankouaet a-hed ar bloavezhioù.
Diskouez a ra sklaer pegen pinvidik eo bet ar yezh ha pegen aes e veze lakaet, gant ijin, ar yezh da glotañ, gant an teknikoù modern hag ar vuhez pemdeziek, hep ankounac’haat ar fent hag an troioù-lavar niverus. Gouzout a rae Frañsez Vallée pegen pouezus oa mirout dre skrid ar pezh a c’helle mont da get bep ma varve ar vrezhonegerien.
Pep hini a c’hello bremañ dizoloiñ pe addizoleiñ an teñzor-se, zoken en tu all da harzoù Treger ha Goueloù : yezhourien, klaskerien, studierien, konterien ha kement hini dedennet gant ar brezhoneg. Ouzhpenn dastum gerioù en deus keñveriet F. Vallée anezho ivez gant stummoù all e Breizh a-bezh hag a-wechoù gant ar c’hembraeg pe zoken ar c’herneveureg.
Displegadennoù ar gerioù a zo e galleg peurvuiañ ha daveoù al lennadennoù resis evit pep hini.
Ur c’hantved goude, oberenn dibar Frañsez Vallée a ro deomp an tu da binvidikaat hor yezh ha da wellaat hon anaoudegezh ha gwrizioù ar brezhoneg. Notennoù yezh a zo bet ouzhpennet gant meur a zen evit sklaeraat poentoù ’zo ha pinvidikaat c’hoazh muioc’h al labour hep e bar-se.
Kaset eo bet al labour embann en-dro gant Kuzul ar Brezhoneg gant skoazell skiantel Herve Sebille Kernaudour.
42€
600 pajenn ; ment : 19 x 24,6 cm
7498 ger meneget, 100 kenskriver, 146 kumun meneget
Kuzul ar Brezhoneg
14 straed Louzaouenn-an-Hañv – 22300 LANNUON
02-96-48-03-00 / kab@brezhoneg.org